Dizoloiñ Menez Are gant ar gevredigezh Addes
Da bugale ar skolioù-mamm ha skolioù kentañ- derez

Ribitailh ha Rimadell. Kinniget da bugale ar skolioù-mamm ha CP.

Setu ur valeadenn verr. Adlâret e vo gant ar vugale ar rimadelloù lâret gant Katell e brezhoneg, heuliet gant son gitar Fred. Rummadoù a 45 skoliad d’ar muiañ.

Ton ha Son. Kinniget d’ar vugale CE ha CM. 

E-pad ar valeadenn e vo kanet e brezhoneg, galleg koulz ha kembraeg gant Katell harpet gant son ar fleut hag ar gitar ha diskanet e vo gant ar vugale. Mont kuit : Botkador (Boneur). Rummadoù a 45 skoliad d’ar muiañ.

Un devezh evit tout ar vugale. Ar-lerch ar valeadenn e c’hell ar vugale kemer perzh en ur stalier div-yezhek a bad un hanter-devezh. Ma ‘z eus muioc’h ha 25 skoliad e vo graet 2 strollad : e-pad ma ya unan da vale diouzh ar mintin, un-all a c’hell heuliañ ar stalier.

Stalier Levr Limajoù. Stalier div-yezheg. Ar vugale a ijin ur gontadenn sikouret gant Katell ha Yvonne ha tresadennoù vo graet gant sikour Catherine a zo livourez. Al levr a yelo gant ar vugale d’ar skol e fin an devezh. Rummadoù a 25 skoliad d’ar muiañ.

Lavarit ho soñj